Treiñ a ra ar Bizh !

Niverus eo bet an dud o tizoleiñ ar Bizh e forum sokial lec’hel Sine d’ar 27 a viz genver 2018. Berzh he deus graet.

War-dro 70 den ‘zo bet o kemer perzh en atalier kinniget gant ar gevredigezh MLK Gwened, en orin hag ar raktres-se hag a lusk anezhañ.

Kroget eo an dalc’h gant Joël Labbé, sedour, o pouezañ war ar redi da enebiñ ouzh efedoù noazus bedeladur an ijinerezh gounedvouedel,hag o reiñ meur a skouer. Displeget en deus talvoudegezh ar moneiz lec’hel a-fet loc’h evit adlec’hiañ an armerzh, dre kenderc’hadur ha bevezadur war hon tiriad.

War an hevelep meno, Mickaël Rateau en deus komzet eus lañs emrenerezh bevañs an tiriad.

Gersan Moguerou en deus displeget istor raktres ar moneiz lec’hel, abaoe an derou e miz gwengolo 2015 e koulz un emvod prientiñ forum sokial lec’hel 2016, betek ma vefe lañset ar Bizh, hiziv, e FSL 2018. Komzet en deus eus diazezoù pennañ ar moneiz lec’hel klokaat ha keodedel : karta, talvoudoù, mont en-dro…

Evit echuiñ en deus François Fagnot komzet eus ar Galais, moneiz lec’hel tiriad Ploermael abaoe miz du 2015. Gersan ha François o deus lavaret pegen niverus ha frouezhus e oa an eskemmoù etre moneizoù lec’hel ar rannvro hag ar vro evit en em sikour ha prientiñ an dazont.

Goulennoù niverus ar bevezerion koulz hag ar pourchaserion o deus pinvidikaet an eskemmoù.
Izili ar gevredigezh a zegemere an emezeladurioù hag a eskemme euroioù e Bizh e-pad an atalier, hag ivez a-hed an devezh e stal ar gevredigezh peogwir e oa tu paeañ e Bizh er Forum : levrdi, predoù, evajoù.

An devezh-se, sadorn 27 a viz genver :

  • war-dro kant den o deus emezeled da MLK Gwened
  • kejet hon eus gantun toullad pourchaserieon nevez grataet, pe tost da vezañ,
  • tost 2000 Bizh a zo bet lakaet en amred.

Ur prantad nevez a zigor evit ar Bizh. El load www.bizh.bzh e kaver an holl resisadurioù evit implij ar moneiz-se.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh MLK Gwened gant he labour :

  • kehentiñ evit diorren ur gwir rouedad pourchaserion o labourat en obererezhioù liesseurt , en 34 kumun e kont
  • peurechuiñ al load www.bizh.bzh, o resisaat , etre traoù all, bloazlevr ar pourchaserion ha listenn ar stalioù-eskemm
  • azasaat ostilhoù merañ ar Bizh.

Spi bras o deus izili ar gevredigezh e kemerfe perzh el labour izili nevez, bevezerion oberiant ha pourchaserion, evit pinvidikaat an divizoù ha klask lakaat da glotañ resis ar moneiz gant gwirvoudoù hon tiriad.

Kil-sell war ar bloavezh 2016-2017

Izili MLK-Gwened a ra un ehan etre an 11 a viz Gouere hag ar 27 a viz Eost. Ret eo diskuizhañ rak labour a vo en diskar-amzer a-benn lakaat ar Bizh en amred e dibenn miz Genver 2018 !

Devoudus eo bet dibenn 2016

E miz Here 2016 eo bet divizet ez amredfe ar moneiz en etrekumuniezh nevez “Morbihan-tolpad Gwened”.

Etre miz Du 2016 ha miz Genver 2017 an anv — Bizh — a zo bet dibabet evit ar Moneiz Lec’hel Klokaat Keodedel e-pad Forum Kevredigezhel Lec’hel 2017. Emvod-meur an 22 a viz Mae 2017 en deus gwiriekaet rumm benel ha logo ar Bizh .

Ur stur-follenn evit 2017

Ur stur-follenn a zo bet krouet en doare da lakaat ar Bizh en amred e miz Genver 2018, e-doug an 10ved Forum Kevredigezhel Lec’hel. Bodadoù-labour a zo bet krouet evit se :

Ar bodad kehentiñ a bleustr war ar steuñv kehentiñ hag identelezh gweled ar Bizh. Prientet en deus ur follenn-bleg nevez a vo dasparzhet an diskar-amzer-mañ. Ul load nevez gouestlet d’ar Bizh a zo war ar stern.

Tresadennoù ar bilhedoù a vo kinniget d’an distro.

Ar bodad rouedad en deus kejet gant kalz tud a vicher. Ur strolladig studierien GEA IUT Gwened en deus kroget un emklask evit resisaat ar pezh a c’hortozent. Ma ‘z oc’h a vicher ha dedennet, e c’hellit mont e darempred ganeomp.

Ar strollad kalvezel en deus graet ur rakkellidsteuñv evit 2018-2020. Live an dellezad dastroadur, ar skodennoù da zont evit ar preveziaded hag evit an dud a-vicher, argerzhad gratadur an dud a vicher, a zo bet divizet ivez.
Emañ o studiañ ar c’hudennoù bank. An holl poentoù-se a vo gwiriet d’an distro. Da c’houzout : ar Bizh ne gollo ket eus he dalvoudegezh, ha ne vo ket a vatadenn.

E-doug ar bloaz-mañ, MLK-Gwened en deus kinniget e raktres da geñver meur a emvod-breud foran ha dirak meur a gevredigezh lec’hel.

Labour evit diskar-amzer 2017

Chom a ra labour, dreist holl :

  • gwiriekaat karta ar Bizh ha reolennoù ezeladur ar preveziaded hag an dud a vicher ;
  • luskañ load ar Bizh hag ar skorioù kehentiñ nevez ;
  • sevel ar rouedadoù tud a vicher kentañ ;
  • brudañ gwelloc’h ar Bizh ha prientiñ he amred da geñver ar FKL 2018…

… setu ar pazennoù brasañ ! Ur bern traoù all a zo da ober ivez.

Sikour a reot kalz ac’hanomp ma gomzit eus ar Bizh tro dro deoc’h. Hervez ho c’hoant e c’hellit zoken dont da vezañ kehenter en ho kumun..

Ma ‘z oc’h dedennet gant krouidigezh ar Bizh, deuit d’hon heul er gevredigezh. An distro a vo d’al lun 28 a viz Eost evit un emvod-meur.

Un hañv plijus d’an holl !

Stur-follenn evit lañsañ ar moneiz e miz Genver 2018

image feuille de route Bizh

Ar pal dibabet gant MLK-Gwened a zo lakaat ar Bizh da redek e miz Genver 2018, da vare ar Forom Sokial Lec’hel. Ur sapre defi eo dindan ken nebeut a amzer met spi hon eus e teuimp a-benn!

3 bodad-labour a zo bet krouet evit tizhout ar pal-se, pep hini gant ur stur-follenn: kehentiñ, teknik hag arc’hantaouiñ, rouedadoù.

Deuit d’ar stalioù-labour ma fell deoc’h kemer perzh e unan anezho. Ma ne c’hellit ket dont ez eus tu kas menozioù pe evezhiadennoù dre bostel ivez.

Bodad Kehentiñ

Lakaat e-pleustr steuñv kehentiñ ar moneiz e vo labour ar strollad-se.

Tennad 1 :

  • Branding : identelezh dre gomz ha gweled ar moneiz ;
  • Talvoudoù : re ar garta ;
  • Skeudenn merk : brud ha kompren piv a zo dedennet.

Tennad 2 :

Krouidigezh danvez / kemennadennoù moulet ha war internet evit pep rummad tud.

1) Tud a vicher : Kendrec’hiñ anezho da emelezañ er raktres, petra a c’hellont gounit? Krouiñ ur rouedad a-raok lañsañ ar moneiz.

2) Bevezerien : kelaouiñ ha displegañ perzhioù armoneiz lec’hel e-keñver an euro. Kemer perzh er cheñchamant hag harpañ an ekonomiezh lec’hel. Kaout ur rouedad a-raok kregiñ.

3) Kevelourien / mediaoù : sevel ur dosser evit ar gazetennerien.

Listennad ar pezh a vo krouet : logo Bizh, dépliant, lec’hien internet, pajenn Facebook/Framasphere, skeudenn ar bilhiji, pegsunioù evit ar stalioù, kemennadennoù d’ar gazetennerien, stlenngraferezh  ha videoioù bihan da rannañ war ar rouedadoù sokial.

Tennad 3 :

Skignañ: kazetennoù (paper ha web), radioioù, blogoù, kelaouennoù digoust, panelloù bruderezh digoust ar c’herioù, skritelloù, pajennoù facebook ar mignoned, lizhiri kelaouiñ ar rouedadoù mignon.

Bezañ keveler darvoudoù lec’hel (prezegennoù, redadegoù, gouelioù …).

Moulañ follennoù-pleg / follennoù-nij / skritelloù gant moulerien ekologel.

Notenn : soñjet e vo en dud o deus diaesterioù da welet.

 

Bodad Teknik

Ar pal a zo kas war-raok al labour a-fed mont-en-dro ha sevel ur steuñv arc’hant

A-raok an hañv e vo:

  • studiet meur a vudjed e-keñver priz ar skodennoù, an niver a berzhidi,ar yalc’hadoù, an dispignoù, …;
  • dibabet un aozadur evit ar font gwarantiñ;
  • dibabet ar feur eskemm evit ar pourchaserien;
  • savet ur steuñv arc’hant war 3 bloaz.

Asambles gant ar strolladoù all e vo:

  • skrivet ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ;
  • krouet ar bilhiji da voulañ: talvoudegezh, niver, ..

Un tamm diwezhatoc’h e vo:

  • lakaet e-plas ur sistem treuzvankadennoù etre an dud a-vicher;
  • studiet an doare da lakaat an hiniennoù da baeañ en un doare elektronek;
  • prederiet d’ar mod da arc’hantaouiñ raktresoù bihan;
  • prederiet d’an eskemmoù gant moneizioù lec’hel all;
  • prederiet d’an doare da reiñ skoazelloù sokial e Bizh gant ar strollegezhioù lec’hel.

Bodad Rouedad

Sevel ur rouedad tud hag aozadurioù tro-dro d’ar moneiz eo pal ar strollad-mañ.

Asambles gant studierien an IUT e vo labouret. Da gentañ e vo kadarnaet ar goulennaoueg, termenet ar siloù a-raok kas anezhañ. Da heul e vo dielfennet disoc’hoù ar sontadeg. An dra-se a servijo da hentañ hol labour.

Klask a raimp sevel ur rouedad 150 pourchaser a-raok lañsañ ar moneiz, e miz Genver 2018. Kadarnaet e vo ivez ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ.

Mont a raimp e darempred gant ar strollegezhioù lec’hel ivez evit gwelet ganto penaos e c’hellont kemer perzh er raktres.

Aozañ a raimp eskemmoù en davarnioù ivez evit lakaat pourchaserien da gejañ gant bevezerien ha gant ar gevredigezh.

Dont da vezañ darempredad-ez MLK-Gwened en ho kumun!

correspondants au 2017-12-07

Kartenn hizivaet d’ar 7 a viz Kerzu 2017.

An darempredad-ez a vo, en e gumun/he c’humun, hanterour ar gevredigezh evit :

  • lakaat da anaout raktres ar moneiz lec’hel kevredadel ha keodedel;
  • sikour MLK-Gwened da anaout gwelloc’h ar gumun ( tud, lec’hioù, boazioù);
  • sikour anaout, kizidikaat , enluskañ bevez-oberourien, pourchaserien (tud a vicher) hag all (kevredigezhioù, strollegezhioù…).

An darempredidi ‘zo pedet, kement ha ma ‘z eus tu, da gemer perzh en emvodoù-meur ar gevredigezh (bep pevare lun ar miz) dre ma ‘z int mareoù pouezus kelaouiñ ha divizout.

Emvodoù etre an darempredidi a c’hello ivez bezañ aozet er c’humunioù, en doare da wellaat al liammoù er gevredigezh e-unan.

Er gartenn a-us, ar c’humunioù e-lec’h ma ‘z eus un darempredad-ez pe muioc’h a zo merket gant ur fromlun.

Dedennet oc’h gant raktres ar moneiz lec’hel ?

Daou zibab oc’h eus :

Kejadenn etre Moneizioù Lec’hel Klokaat ha Kevredadel Kornog Frañs en Algam

21 moneiz lec’hel a zo en em gavet en Algam ‘kostez Ploermael d’an 19 a viz Du. Tro 70 a oa er “Champ Commun”, ul lec’h kevredigezhel.

Diouzh ar mintin e oa bet degaset da soñj istor rouedad ar moneizoù lec’hel keodedour e Frañs. Goude-se e oa bet goulennet digant ar perzhidi war petra o doa c’hoant lakaat ar gomz e-pad bodadoù-labour an abardaevezh. A-raok meren eo bet kinniget ar So’Nantes, moneiz an Naoned.

Goude-lein eo bet fonnus an eskemmoù etre an dud a-youl vat. Ar c’hevredigezhioù gant ur moneiz o redek o deus aliet ar raktresoù war ar stern hag ar re-se o deus gellet kavout menozioù.

Ar pezh c’hoari “Dre amañ ar moneiz” a zo bet c’hoariet evit ar wech kentañ goude an devez labour, gant ar gompagnunez La Tribouille. Krampouezh zo bet da goan, sonerezh ha dañsoù da heul.

Trugarez d’an aozerien!

Tu ‘zo lenn ur rentañ-kont ivez war lec’hien moneiz lec’hel Ploermael (Ar Galais).

Dibabet eo bet tachen ar moneiz o tont!

Tiriad an etrekumuniezh o tont eo: “Mor Bihan – Tolpad Gwened” hag a strollo Tolpad Gwened ha kumuniezhioù kumun Gourenez Rewiz hag hini al Loc’h.

Perak an tiriad-se?

Peogwir e klot gant un diazad bevañ da gentañ. Da c’houde eo un takad lec’h ma vo muioc’h-mui a servijoù foran (kirri-boutin, lastez, dour ha yac’husaat, …). Ur vro etre an arvor hag an argoet eo ivez. Pouezhus eo an douristelezh e lec’hioù zo ivez. Da ziwezhañ eo dre ma klot gant tiriadoù ar raktresoù moneiz lec’hel e-kichen: Ar Galais e bro-Ploermael, Kistreberzh, Ar Roc’h Bernez hag An Alre.