Frejoù eskemm ebet!

image zero-pourcent-551x290

Ne vo ket lakaet an dud a vicher da baeañ ur skodenn pa eskemmint ar Bizh a vo bet rastellet ganto a-enep euroioù. Ar bloavezh kentañ da vihanañ.

Un nebeut mizioù zo e oa bet raksoñjet lakaat ur skodenn 5%. Da lavaret eo e vefe bet roet 95€ d’ar pourchaserien en eskemm da 100 Bizh. An arguzenn pennañ a oa digalonekaat ar pourchaserien da eskemm o Bizh e euroioù en-dro. Graet eo ar moneiz lec’hel evit treiñ eus ur pourchaser d’unan all er c’horn-bro, setu e vefe gwan an efedoù ma vefe eskemmet en-dro diouzhtu.

Alies e vez lakaet 2% pe 3%. En ur eskemm gant tud a ra war-dro moneizioù lec’hel all e Breizh hon eus merzhet e c’helle ar skodenn-se bezañ ur skoilh evit pourchaserien zo. Pal ar gevredigezh e-penn kentaña vo strollañ ur niver bras a-walc’h a bourchaserien.

Evit ma ne vefe ret eskemmet ar Bizh e euroioù diouzhtu e labouro ar gevredigezh evit kinnig diskoulmoù d’ar pourchaserien. Klask bevezerien lec’hien evito da skouer.

Ur bilañs a vo graet goude ur boavezh. Ma vo gwelet e vez eskemmet kalz a Bizh gant ar pourchaserien e vo tu en em c’houlenn en-dro ma vo lakaet ur skodenn evit an eskemmoù-se.
Evit klozañ eo sklaeroc’h bremañ reolennoù ar Bizh:

  • Teuzadur ebet: ne vo ket kollet talvoudegezh gant ar Bizh gant an amzer;
  • Matadur ebet: ne vo ket roet muioc’h a Bizh eget a euroioù, bonus ebet;
  • Frejoù eskemm ebet: Digoust e vo eskemm ar Bizh e euroioù en-dro.

Degas a reomp da soñj ne c’hell ket an hiniennoù eskemm ar Bizh e euroioù.