Danevell obererezh 2016

Ar gevredigezh

E miz C’hwevrer 2016 eo bet diskleriet ar gevredigezh “MLK-Gwened”. Ur gevredigezh a-stroll eo, hervez lezenn 1901.  Amañ e kavit he statudoù hag he reoliadur diabarzh. Krouiñ ar moneiz lec’hel eo pal nemeti ar gevredigezh. Ur framm all a vo krouet ur wech ma vo eus ar moneiz lec’hel.

E miz Gwengolo 2015 eo kroget ur strollad keodedourien d’en em vodañ ha tamm-ha-tamm e kresk an niver a berzhidi.

Da gentañ en deus kinniget pep hini ar pezh a zegase anezhañ/anezhi d’en em ouestlañ er raktres. Liesseurt e oa an abegoù mat kavet e veze alies:

  • Harpañ adlec’hiadur an armerzh ;
  • Kreñvaat al liammoù etre an obererien lec’hel en
    eur zoujañ ouzh an Natur hag ouzh an Den ;
  • Sevel en un doare demokratel, ur gevredigezh
    kengret, lec’h ma vo :

    • dasparzhet gwelloc’h ar binvidigezh lec’hel,
    • kenderc’het hag implijet er vro madoù
      heberzh ha yac’h,
    • doujet ouzh ar madoù boutin ;
  • Evit skoazellañ al liesseurted sevenadurel.

Adalek ar preder-se eo bet krouetur gevredigezh evit kas ar raktres moneiz da benn.

E miz C’hwevrer 2016 eo bet skrivet ar statudoù ha diskleriet ar gevredigezh er prefeti.

E miz Meurzh ez eus bet kadarnaet ur reoliadur diabarzh.

E ti ar c’hevredigezhioù e Gwened eo staliet sez ar gevredigezh.

Ezel eo MLK-Gwened eus rouedad Gall ar moneizioù lec’hel klokaat ha keodedour. Kemer a ra perzh  e emvodoù ar rouedad-se.

A-stroll ha dre e vez kemeret an divizoù gant MLK-Gwened, gant an holl dud a gemer perzh en emvodoù-. Rannet e vez ar giriegezh etre an holl izili.

Bep 4re Lun ar miz e vez dalc’het an emvodoù-meur, etre 6eur hanter hag 8 eur noz, e ti ar c’hevredigezhioù e Gwened. Aze e vez kemeret an divizoù. D’al Lunoù all e vez aozet stalioù-labour evit labourat war temoù resis.

En holl ez eus bet aozet 56 emvod abaoe miz Gwengolo 2015. Etre 6 ha 10 den a zo dre vras.

Ar pezh a zo bet graet dija

Diazez karta ar moneiz o tont

Un destenn a zo bet skrivet e miz Meurzh 2016. Diazez karta ar framm e vero ar moneiz e c’hello bezañ. Enni e kaver talvoudoù ar raktres ha palioù ar moneiz a fell deomp krouiñ. Implijerien ar moneiz a ranko doujañ outi.

Skorioù kehentiñ

Skorioù kehentiñ a zo bet krouet gant ar gevredigezh: follenn-pleg, lec’hien internet, … Kelaouiñ ar bed tro-dro (bevezerien, dilennidi, tud a vicher, kevredigezhioù, …) ez eus ur raktres ha displegañ anezhañ a oa ar pal.

Termeniñ an tiriad

Dibabet eo bet an dachenn lec’h ma redo ar moneiz e miz Here 2016. Tachenn an etrekumuniezh “Mor-Bihan – Tolpad Gwened” eo.

Dibab anv ar moneiz

Ur galv da ginnigoù a zo bet aozet e mie Du 2016 evit kavout anv ar moneiz. Betek an 31/12/2016 e c’helle pep hini kinnig an anv a blije dezhañ/dezhi, gant ma veze doujet ouzh reolennoù ‘zo: 3 silabenn d’ar muiañ, ul liamm gant an tiriad, greskanv ebet.

137 kinnig a zo bet resevet.

Adalek al listennad-se ez eus bet rakdibabet 6. War ar 6 anv-se eo bet lakaet an dud da votiñ da vare Forom Sokial Sine e miz Genver 2017.

78 den o deus kemeret perzh er votadeg.  An anv BIZH a zo bet dibabet. Setu an disoc’hoù klok:

  • Al Lur : 44 mouezh (18,80%) ;
  • Al Lien : 22 (9,40%) ;
  • Ar Stern : 36 (15,38%) ;
  • Ar Gwened : 23 (9,82%) ;
  • An Ilur : 40 (17%) ;
  • Ar Bizh : 69 voix (29,48%).

Teuzidigezh ebet

Dibabet eo bet chom hep lakaat talvoudegezh ar moneiz da zigreskiñ gant an amzer.

Mataatdur ebet

Dibabet eo bet chom hep profañ arc’hant pa vez eskemmet euroioù a-enep ar moneiz lec’hel.

War ar stern

Kalzig a eskemmoù a zo kroget etrezomp ha n’int ket bet klozet c’hoazh:

  • Gratadur ar pourchaserien : daoust hag e vo lakaet kriterioù evit dibab ar pourchaserien? Ha peseurt-re?
  • Feur adeskemm : daoust hag e vo dalc’het ur sammad bennak pa vo kemmet en-dro ar moneiz lec’hel e euroioù? Pegement?
  • Skodenn : pegement a vo goulennet digant izili ar gevredigezh (bevezerien ha pourchaserien) ?
  • Font gwarantiñ: da biv e vo fiziet an euroioù eskemmet e moneiz lec’hel (redi hervez lezenn)? daoust hag e vo arc’hantaouet raktresoù zo gant an arc’hant-se, ha peseurt re ?
  • Burev eskemm : pelec’h e vint staliet ha pet a vo ?
  • Ar rouedad : penaos krouiñ ur rouedad stank ha liesseurt a-walc’h evit lakaat ar moneiz da redek ?
  • Penaos e vo arc’hantaouet ar raktres?
  • Peseurt darempredoù gant ar raktresoù moneiz lec’hel tro-dro deomp (An Alre, Ar Roc’h Bernez, Kistreberzh, Ploermael, An Oriant)?
  • Asambles gant studierien UIT Gwened e labour MLK-Gwened evit krouiñ ur rouedad kevelerien.

Événements auxquels nous avons participé

Pennadoù er c’hazetennoù