Bizh eo anv ar moneiz!

image urne bizh

E miz Here 2016 e oa bet lañset ar preder evit dibab anv hon moneiz lec’hel gant ar pal lakaat ar muiañ a dud da gemer perzh. Meur a stal-labour a zo bet aozet evit termeniñ an doare da zibab anv ar moneiz.

E miz Du eo bet lañset ur galv da ginnig anvioù. Betek an 31 a viz Kerzu e oa tu hen ober: 137 kinnig a zo bet dastumet !

D’an 2 a viz Genver e oa bet pedet an dud o doa kinniget un anv, da reiñ ul listennad eus ar pemp kinnig a blije ar muiañ dezho. Un 20 bennak a anvioù a chome war ar renk. Kaout un dibab 6 anv e fin al labour-se a oa ar pal. Ar memes tra zo bet graet ar sizhunvezh goude. Pep hini a ranke dont gant 3 anv.

Setu ar 6 anv rak-dibabet:

  • Ilur: Un enezenn er Mor-Bihan eo. Perc’hennet eo gant Mirva an aodoù ha meret eo gant Park Naturel Rannvroel ar Mor-Bihan. Klask a ra bezañ ur skouer a fed ekologiezh. Ar ger “ilur” a dalvezfe “lufrus” e brezhoneg kozh. Klevet e vez ivez “lur” hag a zo anv ar moneiz hag ivez ur c’hementad pouezh.
  • Al Lur: Moneiz e talvez e brezhoneg. Un unanenn arc’hant ha pouezh eo ivez. Degas a ra da soñj eo bet ral an danvez e vez graet ar moneiz gantañ e pad pell. Pouezet e veze d’ar mare-se: un unanenn holen, un tamm metal prizius. Ul liamm gant an ekonomiezh gwir a zo gant al Lur.
  • Bizh: Ijinet eo bet adalek ar ger “bise” e galleg. Skrivet eo bet gant ur “zh” evit ober ul liamm gant “Breizh”. Un anv ur silabenn eo, aes da zec’hel soñj eus outi, da zistagañ gant ar vugale ha da zisplegañ d’an dud gour. Pal an anv-se a zo degas soñjoù karantez, mignoniezh, darempredoù sokial sioul. Talvoudegezhioù a fell d’ar raktres moneiz lec’hel dougen. Ar Biz a zo ar 5 tra a zo e-penn an daouarn hag ivez ar roud-avel etre an hanternoz hag ar reter.
  • La Sterne: Anv ul labous bihan eo e galleg. Ul labous tremeniat eo. Ur spesad a zeu da zeusviñ er Mor-Bihan. Tost eo eus ar ger “stern” e brezhoneg.
  • Al Lién: Ur gouel. Gant al lien e c’hell ar bigi mont war raok gant nerzhioù an natur. Setu un ostilh a zo bet talvoudus evit ar Weneted. Ur bern tud a labour tro-dro d’ar bigi dre lien hiziv an deiz er Mor-Bihan.
  • Ar Gwened: Kumun-kreiz an tiriad eo Gwened. Bro-Gwened a zo anv bro hengounel ul lodenn vras eus ar Mor-Bihan ivez. Un doare eo an anv-se da lakaat bro ar moneiz war well diouzhtu.

D’ar Sadorn 28 a viz Gever 2017 eo bet pedet an dud o doa c’hoant votiñ evit an anv, da vare Forom Sokial Lec’hel Sine.

Un tabut a zo bet aozet gant an dud n’o doa ket kemeret perzh en atalieroù.
Meur a wech eo deuet furlukined ar gumpagnunezh Face ô Nez evit degas mouzc’hoarzhoù

les clowns votent

Da 11eur45 eo kroget ar vouezhiadeg. Betek kreisteiz 40 en deus padet evet ma c’hellfe perzhidi all ar FSL kemer perzh ivez.

Dic’hortoz e oa an doare da votiñ: da bep hini ez eo bet roet 3 Kapla. En ur voest, e meur a hini pe e hini ebet e c’helle dasparzhañ an tri Kapla-se.
Da greisteiz hanter eo bet paouezet gant ar vouezhiadeg. Savet eo bet neuze tourioù gant ar c’hapla da c’houzout gant peseurt anv e oa aet ar maout.
Setu disoc’hoù ar votadeg:

  • Al Lur: 44 kapla
  • Al Lien : 22
  • La Sterne : 36
  • Ar Gwened : 23
  • Ilur : 40
  • Bizh : 69

Hollad : 234 Kapla evit 78 voter (234/3 dre ma ‘z eo bet implijet an holl eus an 3 kapla roet da bep hini).

Bizh eo neuze anv moneiz Lec’hel Tolpad Gwened.

N’eus ger-mell ebet da Bizh evit poent. Gant an amzer e teuio unan war well.

Bremañ eo war an identelezh gwelet e labouro MLK-Gwened: al logo, an arouezioù hag ar skeudennoù a vo war ar bilhiji.
Ha dre ma ‘z eo keodedel ar raktres oc’h holl pedet da reiñ o ali!