Karta (rakskeudennadur)

Karta ar gevredigezh rakskeudennadur MLK-Gwened

Kadarnaet e-doug emvod-meur ar 14/03/2016

Ur strollad keodedourien o chom e korn-bro Gwened. C’hoant hon eus krouiñ ur moneiz lec’hel klokaat:

  • Evit harpañ adlec’hiadur an armerzh;
  • Evit diorren al liammoù etre an oberourien lec’hel, en eur zoujañ ouzh an Natur hag ouzh an Den;
  • Evit sevel, en un doare demokratel, ur gevredigezh kengret, lec’h ma vo:
    • Dasparzhet gwelloc’h ar binvidigezh lec’hel;
    • Kenderc’het hag implijet er vro madoù heberzh ha yac’h;
    • Gwarezet ar madoù boutin.
  • Evit skoazellañ al liesseurted sevenadurel.