Ar raktres

Krouiñ ur moneiz lec’hel klokaat ha keodedour e korn-bro Gwened eo pal ar gevredigezh MLK-Gwened evit:

  • Harpañ adlec’hiadur an armerzh ;
  • Kreñvaat al liammoù etre an obererien lec’hel en
    eur zoujañ ouzh an Natur hag ouzh an Den ;
  • Sevel en un doare demokratel, ur gevredigezh
    kengret, lec’h ma vo :

    • dasparzhet gwelloc’h ar binvidigezh lec’hel,
    • kenderc’het hag implijet er vro madoù
      heberzh ha yac’h,
    • doujet ouzh ar madoù boutin ;
  • Evit skoazellañ al liesseurted sevenadurel.