Stur-follenn evit lañsañ ar moneiz e miz Genver 2018

image feuille de route Bizh

Ar pal dibabet gant MLK-Gwened a zo lakaat ar Bizh da redek e miz Genver 2018, da vare ar Forom Sokial Lec’hel. Ur sapre defi eo dindan ken nebeut a amzer met spi hon eus e teuimp a-benn!

3 bodad-labour a zo bet krouet evit tizhout ar pal-se, pep hini gant ur stur-follenn: kehentiñ, teknik hag arc’hantaouiñ, rouedadoù.

Deuit d’ar stalioù-labour ma fell deoc’h kemer perzh e unan anezho. Ma ne c’hellit ket dont ez eus tu kas menozioù pe evezhiadennoù dre bostel ivez.

Bodad Kehentiñ

Lakaat e-pleustr steuñv kehentiñ ar moneiz e vo labour ar strollad-se.

Tennad 1 :

  • Branding : identelezh dre gomz ha gweled ar moneiz ;
  • Talvoudoù : re ar garta ;
  • Skeudenn merk : brud ha kompren piv a zo dedennet.

Tennad 2 :

Krouidigezh danvez / kemennadennoù moulet ha war internet evit pep rummad tud.

1) Tud a vicher : Kendrec’hiñ anezho da emelezañ er raktres, petra a c’hellont gounit? Krouiñ ur rouedad a-raok lañsañ ar moneiz.

2) Bevezerien : kelaouiñ ha displegañ perzhioù armoneiz lec’hel e-keñver an euro. Kemer perzh er cheñchamant hag harpañ an ekonomiezh lec’hel. Kaout ur rouedad a-raok kregiñ.

3) Kevelourien / mediaoù : sevel ur dosser evit ar gazetennerien.

Listennad ar pezh a vo krouet : logo Bizh, dépliant, lec’hien internet, pajenn Facebook/Framasphere, skeudenn ar bilhiji, pegsunioù evit ar stalioù, kemennadennoù d’ar gazetennerien, stlenngraferezh  ha videoioù bihan da rannañ war ar rouedadoù sokial.

Tennad 3 :

Skignañ: kazetennoù (paper ha web), radioioù, blogoù, kelaouennoù digoust, panelloù bruderezh digoust ar c’herioù, skritelloù, pajennoù facebook ar mignoned, lizhiri kelaouiñ ar rouedadoù mignon.

Bezañ keveler darvoudoù lec’hel (prezegennoù, redadegoù, gouelioù …).

Moulañ follennoù-pleg / follennoù-nij / skritelloù gant moulerien ekologel.

Notenn : soñjet e vo en dud o deus diaesterioù da welet.

 

Bodad Teknik

Ar pal a zo kas war-raok al labour a-fed mont-en-dro ha sevel ur steuñv arc’hant

A-raok an hañv e vo:

  • studiet meur a vudjed e-keñver priz ar skodennoù, an niver a berzhidi,ar yalc’hadoù, an dispignoù, …;
  • dibabet un aozadur evit ar font gwarantiñ;
  • dibabet ar feur eskemm evit ar pourchaserien;
  • savet ur steuñv arc’hant war 3 bloaz.

Asambles gant ar strolladoù all e vo:

  • skrivet ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ;
  • krouet ar bilhiji da voulañ: talvoudegezh, niver, ..

Un tamm diwezhatoc’h e vo:

  • lakaet e-plas ur sistem treuzvankadennoù etre an dud a-vicher;
  • studiet an doare da lakaat an hiniennoù da baeañ en un doare elektronek;
  • prederiet d’ar mod da arc’hantaouiñ raktresoù bihan;
  • prederiet d’an eskemmoù gant moneizioù lec’hel all;
  • prederiet d’an doare da reiñ skoazelloù sokial e Bizh gant ar strollegezhioù lec’hel.

Bodad Rouedad

Sevel ur rouedad tud hag aozadurioù tro-dro d’ar moneiz eo pal ar strollad-mañ.

Asambles gant studierien an IUT e vo labouret. Da gentañ e vo kadarnaet ar goulennaoueg, termenet ar siloù a-raok kas anezhañ. Da heul e vo dielfennet disoc’hoù ar sontadeg. An dra-se a servijo da hentañ hol labour.

Klask a raimp sevel ur rouedad 150 pourchaser a-raok lañsañ ar moneiz, e miz Genver 2018. Kadarnaet e vo ivez ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ.

Mont a raimp e darempred gant ar strollegezhioù lec’hel ivez evit gwelet ganto penaos e c’hellont kemer perzh er raktres.

Aozañ a raimp eskemmoù en davarnioù ivez evit lakaat pourchaserien da gejañ gant bevezerien ha gant ar gevredigezh.

Ne vo ket mataet hon moneiz

image bonification-breton

Mataet e vez ur moneiz pa vez roet 21 unanenn moneiz lec’hel en eskemm 20 euro da skouer. Gant an Elef, ar Grain hag ar Bou’Sol e vez graet gant ar sistem-se.Divizet hon eus ne vo ket ur perzh eus hon moneiz.

E Ploermael eo bet lakaet ar sistem-se pleustr e-pad ur miz gant ar spi desachañ implijerien nevez. Merzet o deus ne teue den evit kaout arc’hant ouzhpenn da zispign.
E Chambery (an Elef) o deus paouezet da vataat o moneiz lec’hel ivez dre ma goust ker he ne teu ket an dud da emezeliñ evit seurt abeg.

Tu zo lavaret ivez ne fell ket deomp brudañ hor moneiz gant ar memes doareoù hag ar gourmarc’hadoù.

Derc’hel a ra ar gevredigezh gant he fal stourm a-enep ar baourentez, met gant doareoù all e vo graet.

Dont da vezañ darempredad-ez MLK-Gwened en ho kumun!

correspondants au 2017-12-07

Kartenn hizivaet d’ar 7 a viz Kerzu 2017.

An darempredad-ez a vo, en e gumun/he c’humun, hanterour ar gevredigezh evit :

  • lakaat da anaout raktres ar moneiz lec’hel kevredadel ha keodedel;
  • sikour MLK-Gwened da anaout gwelloc’h ar gumun ( tud, lec’hioù, boazioù);
  • sikour anaout, kizidikaat , enluskañ bevez-oberourien, pourchaserien (tud a vicher) hag all (kevredigezhioù, strollegezhioù…).

An darempredidi ‘zo pedet, kement ha ma ‘z eus tu, da gemer perzh en emvodoù-meur ar gevredigezh (bep pevare lun ar miz) dre ma ‘z int mareoù pouezus kelaouiñ ha divizout.

Emvodoù etre an darempredidi a c’hello ivez bezañ aozet er c’humunioù, en doare da wellaat al liammoù er gevredigezh e-unan.

Er gartenn a-us, ar c’humunioù e-lec’h ma ‘z eus un darempredad-ez pe muioc’h a zo merket gant ur fromlun.

Dedennet oc’h gant raktres ar moneiz lec’hel ?

Daou zibab oc’h eus :