Treiñ a ra ar Bizh !

Niverus eo bet an dud o tizoleiñ ar Bizh e forum sokial lec’hel Sine d’ar 27 a viz genver 2018. Berzh he deus graet.

War-dro 70 den ‘zo bet o kemer perzh en atalier kinniget gant ar gevredigezh MLK Gwened, en orin hag ar raktres-se hag a lusk anezhañ.

Kroget eo an dalc’h gant Joël Labbé, sedour, o pouezañ war ar redi da enebiñ ouzh efedoù noazus bedeladur an ijinerezh gounedvouedel,hag o reiñ meur a skouer. Displeget en deus talvoudegezh ar moneiz lec’hel a-fet loc’h evit adlec’hiañ an armerzh, dre kenderc’hadur ha bevezadur war hon tiriad.

War an hevelep meno, Mickaël Rateau en deus komzet eus lañs emrenerezh bevañs an tiriad.

Gersan Moguerou en deus displeget istor raktres ar moneiz lec’hel, abaoe an derou e miz gwengolo 2015 e koulz un emvod prientiñ forum sokial lec’hel 2016, betek ma vefe lañset ar Bizh, hiziv, e FSL 2018. Komzet en deus eus diazezoù pennañ ar moneiz lec’hel klokaat ha keodedel : karta, talvoudoù, mont en-dro…

Evit echuiñ en deus François Fagnot komzet eus ar Galais, moneiz lec’hel tiriad Ploermael abaoe miz du 2015. Gersan ha François o deus lavaret pegen niverus ha frouezhus e oa an eskemmoù etre moneizoù lec’hel ar rannvro hag ar vro evit en em sikour ha prientiñ an dazont.

Goulennoù niverus ar bevezerion koulz hag ar pourchaserion o deus pinvidikaet an eskemmoù.
Izili ar gevredigezh a zegemere an emezeladurioù hag a eskemme euroioù e Bizh e-pad an atalier, hag ivez a-hed an devezh e stal ar gevredigezh peogwir e oa tu paeañ e Bizh er Forum : levrdi, predoù, evajoù.

An devezh-se, sadorn 27 a viz genver :

  • war-dro kant den o deus emezeled da MLK Gwened
  • kejet hon eus gantun toullad pourchaserieon nevez grataet, pe tost da vezañ,
  • tost 2000 Bizh a zo bet lakaet en amred.

Ur prantad nevez a zigor evit ar Bizh. El load www.bizh.bzh e kaver an holl resisadurioù evit implij ar moneiz-se.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh MLK Gwened gant he labour :

  • kehentiñ evit diorren ur gwir rouedad pourchaserion o labourat en obererezhioù liesseurt , en 34 kumun e kont
  • peurechuiñ al load www.bizh.bzh, o resisaat , etre traoù all, bloazlevr ar pourchaserion ha listenn ar stalioù-eskemm
  • azasaat ostilhoù merañ ar Bizh.

Spi bras o deus izili ar gevredigezh e kemerfe perzh el labour izili nevez, bevezerion oberiant ha pourchaserion, evit pinvidikaat an divizoù ha klask lakaat da glotañ resis ar moneiz gant gwirvoudoù hon tiriad.

Frejoù eskemm ebet!

image zero-pourcent-551x290

Ne vo ket lakaet an dud a vicher da baeañ ur skodenn pa eskemmint ar Bizh a vo bet rastellet ganto a-enep euroioù. Ar bloavezh kentañ da vihanañ.

Un nebeut mizioù zo e oa bet raksoñjet lakaat ur skodenn 5%. Da lavaret eo e vefe bet roet 95€ d’ar pourchaserien en eskemm da 100 Bizh. An arguzenn pennañ a oa digalonekaat ar pourchaserien da eskemm o Bizh e euroioù en-dro. Graet eo ar moneiz lec’hel evit treiñ eus ur pourchaser d’unan all er c’horn-bro, setu e vefe gwan an efedoù ma vefe eskemmet en-dro diouzhtu.

Alies e vez lakaet 2% pe 3%. En ur eskemm gant tud a ra war-dro moneizioù lec’hel all e Breizh hon eus merzhet e c’helle ar skodenn-se bezañ ur skoilh evit pourchaserien zo. Pal ar gevredigezh e-penn kentaña vo strollañ ur niver bras a-walc’h a bourchaserien.

Evit ma ne vefe ret eskemmet ar Bizh e euroioù diouzhtu e labouro ar gevredigezh evit kinnig diskoulmoù d’ar pourchaserien. Klask bevezerien lec’hien evito da skouer.

Ur bilañs a vo graet goude ur boavezh. Ma vo gwelet e vez eskemmet kalz a Bizh gant ar pourchaserien e vo tu en em c’houlenn en-dro ma vo lakaet ur skodenn evit an eskemmoù-se.
Evit klozañ eo sklaeroc’h bremañ reolennoù ar Bizh:

  • Teuzadur ebet: ne vo ket kollet talvoudegezh gant ar Bizh gant an amzer;
  • Matadur ebet: ne vo ket roet muioc’h a Bizh eget a euroioù, bonus ebet;
  • Frejoù eskemm ebet: Digoust e vo eskemm ar Bizh e euroioù en-dro.

Degas a reomp da soñj ne c’hell ket an hiniennoù eskemm ar Bizh e euroioù.

Bilhiji 0,5 / 1 / 3 / 5 / 10 ha 20 Bizh

image valeur des coupons

Dibabet eo bet talvoudegezh ar bilhiji gant MLK-Gwened.

Gant bilhiji paper e vo paeet e gant ar Bizh. N’eo ket raktreset fardañ pezhioù moneiz. Eus un tu all e vo posupl en dazont marteze kavout ar Bizh en ur stumm elektronek ivez.

Setu penaos hon eus dibabet talvoudegezh ar bilhiji:

Da gentañ eo ret gouzout eo bet lakaet da 6 an niver a bilhiji disheñvel. Gant bilhiji disheñvel ouzhpenn e vefe bet luzietoc’h da verañ he keroc’h da voulañ.

Da c’houde hon eus sellet ouzh ar pezh a vez graet ar moneizioù lec’hel all:

  • Talvoudus eo kaout bilhiji bihanoc’h eget 1 Bizh.
  • Ne dalvez ket ar boan kaout bilhiji gant sammadoù re vras, 50 Bizh da skouer.

Soñjet hon eus ivez e oa kenkoulz ober ar pezh a fell deomp keit ma ‘z omp dieub d’en ober! Pal ar moneiz a zo kemm an techoù ivez!

Meur a ginnig a zo bet, pep hini a zo bet displeget evel just:

  • 0.85 / 1 / 3,5 / 7 / 14 / 28;
  • 0.5 / 1 / 3 / 6 / 12 / 24;
  • 0,5 / 1 / 3 / 7 / 12 / 24.

Hag unan klasell kenañ, evit ar re ne fell ket dezho kemm o voazioù pe spontañ an dud:

  • 0,5 / 1 / 2 / 5 / 10 / 20.

Da vare emvod meur ar 4 a viz Gwengolo eo bet dibabet chom klasell a-walc’h met ober un dra dreist ordinal memestra: krouiñ ur bilhed 3 e-plas ar bilhed 2.

Dibabet ez eus bet neuze an dalvoudegezhioù:

0,5 / 1 / 3 / 5 / 10 / 20 Bizh.

War ar stern emañ tresadennoù ar bilhiji.