Treiñ a ra ar Bizh !

Niverus eo bet an dud o tizoleiñ ar Bizh e forum sokial lec’hel Sine d’ar 27 a viz genver 2018. Berzh he deus graet.

War-dro 70 den ‘zo bet o kemer perzh en atalier kinniget gant ar gevredigezh MLK Gwened, en orin hag ar raktres-se hag a lusk anezhañ.

Kroget eo an dalc’h gant Joël Labbé, sedour, o pouezañ war ar redi da enebiñ ouzh efedoù noazus bedeladur an ijinerezh gounedvouedel,hag o reiñ meur a skouer. Displeget en deus talvoudegezh ar moneiz lec’hel a-fet loc’h evit adlec’hiañ an armerzh, dre kenderc’hadur ha bevezadur war hon tiriad.

War an hevelep meno, Mickaël Rateau en deus komzet eus lañs emrenerezh bevañs an tiriad.

Gersan Moguerou en deus displeget istor raktres ar moneiz lec’hel, abaoe an derou e miz gwengolo 2015 e koulz un emvod prientiñ forum sokial lec’hel 2016, betek ma vefe lañset ar Bizh, hiziv, e FSL 2018. Komzet en deus eus diazezoù pennañ ar moneiz lec’hel klokaat ha keodedel : karta, talvoudoù, mont en-dro…

Evit echuiñ en deus François Fagnot komzet eus ar Galais, moneiz lec’hel tiriad Ploermael abaoe miz du 2015. Gersan ha François o deus lavaret pegen niverus ha frouezhus e oa an eskemmoù etre moneizoù lec’hel ar rannvro hag ar vro evit en em sikour ha prientiñ an dazont.

Goulennoù niverus ar bevezerion koulz hag ar pourchaserion o deus pinvidikaet an eskemmoù.
Izili ar gevredigezh a zegemere an emezeladurioù hag a eskemme euroioù e Bizh e-pad an atalier, hag ivez a-hed an devezh e stal ar gevredigezh peogwir e oa tu paeañ e Bizh er Forum : levrdi, predoù, evajoù.

An devezh-se, sadorn 27 a viz genver :

  • war-dro kant den o deus emezeled da MLK Gwened
  • kejet hon eus gantun toullad pourchaserieon nevez grataet, pe tost da vezañ,
  • tost 2000 Bizh a zo bet lakaet en amred.

Ur prantad nevez a zigor evit ar Bizh. El load www.bizh.bzh e kaver an holl resisadurioù evit implij ar moneiz-se.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh MLK Gwened gant he labour :

  • kehentiñ evit diorren ur gwir rouedad pourchaserion o labourat en obererezhioù liesseurt , en 34 kumun e kont
  • peurechuiñ al load www.bizh.bzh, o resisaat , etre traoù all, bloazlevr ar pourchaserion ha listenn ar stalioù-eskemm
  • azasaat ostilhoù merañ ar Bizh.

Spi bras o deus izili ar gevredigezh e kemerfe perzh el labour izili nevez, bevezerion oberiant ha pourchaserion, evit pinvidikaat an divizoù ha klask lakaat da glotañ resis ar moneiz gant gwirvoudoù hon tiriad.