Tud a-vicher, larit deomp ar pezh a c’hortozoc’h

image fonctionnement MLCC

Ur bern traoù a zo da zibab a-raok lakaat ur moneiz da redek. Lod a zo bet dibabet dija: mataadur, teuzidigezh, tiriad, an anv….

Divizoù all o d’o un efed war ar mont en dro: feur eskemm, priz an emezelañ, font gwarantiñ…

Setu perak e fell deomp e vefe dibabet seurt traoù gant ar re a raio gant ar moneiz.

Ur studiadenn a vo kaset da benn gant studierien IUT Gwened evit gouzout ar pezh a c’hortoz ar pourchaserien eus ar moneiz.

Ma ‘z oc’h un artizan, ur c’hoñversant, un ti-kêr, ur gevredigezh e c’hellit kemer perzh!

Deuit e darempred ganeomp evit laret o soñj: http://www.mlk-gwened.bzh/wp/br/contactez-nous/contact/

Ne vo ket mataet hon moneiz

image bonification-breton

Mataet e vez ur moneiz pa vez roet 21 unanenn moneiz lec’hel en eskemm 20 euro da skouer. Gant an Elef, ar Grain hag ar Bou’Sol e vez graet gant ar sistem-se.Divizet hon eus ne vo ket ur perzh eus hon moneiz.

E Ploermael eo bet lakaet ar sistem-se pleustr e-pad ur miz gant ar spi desachañ implijerien nevez. Merzet o deus ne teue den evit kaout arc’hant ouzhpenn da zispign.
E Chambery (an Elef) o deus paouezet da vataat o moneiz lec’hel ivez dre ma goust ker he ne teu ket an dud da emezeliñ evit seurt abeg.

Tu zo lavaret ivez ne fell ket deomp brudañ hor moneiz gant ar memes doareoù hag ar gourmarc’hadoù.

Derc’hel a ra ar gevredigezh gant he fal stourm a-enep ar baourentez, met gant doareoù all e vo graet.

Dont da vezañ darempredad-ez MLK-Gwened en ho kumun!

correspondants au 2017-12-07

Kartenn hizivaet d’ar 7 a viz Kerzu 2017.

An darempredad-ez a vo, en e gumun/he c’humun, hanterour ar gevredigezh evit :

  • lakaat da anaout raktres ar moneiz lec’hel kevredadel ha keodedel;
  • sikour MLK-Gwened da anaout gwelloc’h ar gumun ( tud, lec’hioù, boazioù);
  • sikour anaout, kizidikaat , enluskañ bevez-oberourien, pourchaserien (tud a vicher) hag all (kevredigezhioù, strollegezhioù…).

An darempredidi ‘zo pedet, kement ha ma ‘z eus tu, da gemer perzh en emvodoù-meur ar gevredigezh (bep pevare lun ar miz) dre ma ‘z int mareoù pouezus kelaouiñ ha divizout.

Emvodoù etre an darempredidi a c’hello ivez bezañ aozet er c’humunioù, en doare da wellaat al liammoù er gevredigezh e-unan.

Er gartenn a-us, ar c’humunioù e-lec’h ma ‘z eus un darempredad-ez pe muioc’h a zo merket gant ur fromlun.

Dedennet oc’h gant raktres ar moneiz lec’hel ?

Daou zibab oc’h eus :

Kejadenn etre Moneizioù Lec’hel Klokaat ha Kevredadel Kornog Frañs en Algam

21 moneiz lec’hel a zo en em gavet en Algam ‘kostez Ploermael d’an 19 a viz Du. Tro 70 a oa er “Champ Commun”, ul lec’h kevredigezhel.

Diouzh ar mintin e oa bet degaset da soñj istor rouedad ar moneizoù lec’hel keodedour e Frañs. Goude-se e oa bet goulennet digant ar perzhidi war petra o doa c’hoant lakaat ar gomz e-pad bodadoù-labour an abardaevezh. A-raok meren eo bet kinniget ar So’Nantes, moneiz an Naoned.

Goude-lein eo bet fonnus an eskemmoù etre an dud a-youl vat. Ar c’hevredigezhioù gant ur moneiz o redek o deus aliet ar raktresoù war ar stern hag ar re-se o deus gellet kavout menozioù.

Ar pezh c’hoari “Dre amañ ar moneiz” a zo bet c’hoariet evit ar wech kentañ goude an devez labour, gant ar gompagnunez La Tribouille. Krampouezh zo bet da goan, sonerezh ha dañsoù da heul.

Trugarez d’an aozerien!

Tu ‘zo lenn ur rentañ-kont ivez war lec’hien moneiz lec’hel Ploermael (Ar Galais).

Dibabet eo bet tachen ar moneiz o tont!

Tiriad an etrekumuniezh o tont eo: “Mor Bihan – Tolpad Gwened” hag a strollo Tolpad Gwened ha kumuniezhioù kumun Gourenez Rewiz hag hini al Loc’h.

Perak an tiriad-se?

Peogwir e klot gant un diazad bevañ da gentañ. Da c’houde eo un takad lec’h ma vo muioc’h-mui a servijoù foran (kirri-boutin, lastez, dour ha yac’husaat, …). Ur vro etre an arvor hag an argoet eo ivez. Pouezhus eo an douristelezh e lec’hioù zo ivez. Da ziwezhañ eo dre ma klot gant tiriadoù ar raktresoù moneiz lec’hel e-kichen: Ar Galais e bro-Ploermael, Kistreberzh, Ar Roc’h Bernez hag An Alre.

Peseurt anv evit hor moneiz?

affiche-7-2-final-gersan-breton

Kroget eo ar preder! Aozet e vo meur a emvod evit termeniñ penaos e vo dibabet anv ar moneiz. Un mare e vo evit pep hini da gemer perzh en un doare fetis evit krouiñ ar moneiz. Pep hini a c’hell ober kinnigoù. Graet e vo an dibab en un doare demokratel asambles gant an holl dud o d’o c’hoant reiñ o ali.

Amañ e kavit ar c’hinnigoù bet dastumet dija.

E pad miz Genver ez eus bet dibabet 6 anv en o zouez.

Deuit da votiñ evit ho anv muiañ-karet!

Emgav:

d’ar Sadorn 28 a viz Genver 2017 etre 10eur ha krezteiz hanter
e ti kevredigezhioù Sine

da vare
Forom Sokial Lec’hel ar Mor-Bihan

Kinniget e vo anv anvioù rakdibabet. Un tabout a vo goude-se. Etre 11eur 45 ha 12eur30 e c’hello pep hini votiñ evit an anv ar blij ar muiañ dezhi/dezhañ.

Da 12eur45 e vo roet da c’houzout an anv dibabet da vat!

A hed an devez e c’hellit kejañgant moneizoù lec’hel ar Mor-Bihan war o stand. (etre 10 eur ha 6 eur noz e kantin ar vourc’h).

Evit gouzout hiroc’h :

[hizivaet d’ar 24 a viz Genver 2017]

Ul logo evit ar gevredigezh MLK-Gwened

logo2.3texte-480x636

Setu logo MLK-Gwened. Diskouezh e ra kartenn an tiriad dibabet evit ar moneiz lec’hel: kumunioù ar gumuniezh nevez (“Mor Bihan – Tolpad Gwened”).

Degas a reomp da soñj eo MLK-Gwened ur gevredigezh rakskeudennadur. Dougen a ra ar raktres moneiz lec’hel met da get ez aio pa vo lañset ar moneiz. D’ar mare-se e vo graet gant ul logo all ha dreist holl gant an anv a vo bet dibabet evit ar moneiz. Termenet e vo un identelezh grafek ivez. Ul lec’hienn internet nevez a vo krouet hag ar bilhiji nevez a vo lakaet war wel…