Devez preder hag oberiantizoù

Date / Heure
Date(s) - 18/09/2016
10 h 00 - 18 h 00

Emplacement
Restaurant scolaire Guyomard

Catégories


Aozet e vo gant ar gevredigezh MLK-Gwened:

Un devez preder hag oberiantizoù digor d’an holl!

Sul 18 a viz Gwengolo
etre 10 eur vintin ha 6 eur noz

e preti skol Guyomard
hent-dall Pierre Loti er Poulfank ba Sine

(a-drek an Intermarc’had)

Setu ar programm :

10e-10e30 : Banne kafe degemer

10e30-11e : Kinnig, bilañs ha dazont raktres moneiz lec’hel korn-bro Gwened

11e-11e30 : Tro ar berzhidi

11e30-13e00 :

  • Atalier : “Tres ur bilhed din !” ha “Ro un anv din !”
  • Kaozeadenn digor : “Peseurt abegoù evit ober gant ur moneiz lec’hel?”

13e00-14e : Pred rannet (deuit gant ur plad pe un evaj bennak)

14e-15e : C’hoari moneiz evit an holl evit kompren pep-tra war ar moneizoù lec’hel

15e-16e :  Kaozeadenn digor : “Piv a c’hell bezañ e rouedad ar pourchaserien?”

16e-16e30 : Ehan

16e30-18e : Termeniñ palioù ar raktres evit ar mizioù o tont

Deuit niverus !

Skrivit deomp evit kaout muioc’h a ditouroù .