Gant ar gevredigezh MLK-Gwened e vez krouet ha graet war-dro ur moneiz lec’hel klokaat keodedour anvet ar Bizh. War takad “Morbihan – Tolpad Gwened” e redo.
Chomlec’h post: Ti ar c’hevredigezhioù, 31 straed Guillaume Le Bartz, 56000 GWENED
Pellgomz: 07 67 76 96 78
Emezeladennoù
Evit gellet ober gant ar Bizh eo ret emezellañ d’ar gevredigezh MLK-Gwened. Evel just eo ret lenn ha bezañ a-du gant ar Statudoù, ar Reoliadur diabarzh ha Karta ar Bizh.
M’emaoc’h un den prevez e c’hellit ezellañ e-giz un implijer.
M’emaoc’h un den a-vicher e c’hellit dont da vezañ ur pourchaser:
- da gentañ eo ret goulenn bezañ grataet;
- ha goude-se, emezellañ d’ar gevredigezh.
Tu zo pellgargañ ar furmskridoù e stumm PDF.
Evel just e c’hellit dont e darempred gant ar gevredigezh.
Koumanandtiñ d’al lizher kelaouiñ
C’hoant o ‘p eus chom kelaouet eus hon obererezhioù?
Dre al lizher-se e voc’h kelaouet eus hon emvodoù, an darvoudoù a aozomp hag a soutenomp.
Un dra bennak da lavaret deomp?
C’hoant o ‘p eus kelaouiñ ac’hanomp? Ur goulenn e fell deoc’h sevel? Skrivit deomp!