Statudoù ar gevredigezh rakskeudennadur MLK – Gwened
Disklêriet e prefeti ar Mor-Bihan d’an 29 a viz C’hwevrer 2016.
Mellad 1. Anv ar gevredigezh
Krouet e vez etre an izili ur gevredigezh hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901 ha dekred ar 16 a viz Eost 1901, anvet “MLK – Gwened”.
Gwreskanv «Moneiz Lec’hel Klokaat – Gwened» eo «MLK-Gwened».
Mellad 2. Danvez ar gevredigezh
Aozañ ha krouiñ ur moneiz lec’hel klokaat ha keodedour e Gwened ha tro-dro eo pal ar gevredigezh “MLK – Gwened”. Ar moneiz-se a harpo adlec’hiadur an armerzh, embregadoù ekologel ha kengret ha kresk al liammoù kevredadel.
Mellad 3. Sez kevredadel
Staliet eo ar sez kevredadel e ti ar c’hevredigezhioù, 31 straed Guillaume ar Bartz – 56000 Gwened.
Mellad 4. Ezeladur
Ezel eo kement hini a ra ar goulenn, a entu gant ar statudoù-mañ ha gant karta ar gevredigezh.
N’eus nemet an izili hag o deus paeet o skodenn vloaz a c’hell kemer perzh en divizoù.
Mellad 5. Frankiz perzhiadur
Dieub eo pep ezel da gemer perzh e obererezhioù ar gevredigezh. N’eus endalc’h ebet da gemer war hir-dermen na engouestl ebet da gemer perzh e holl obererezhioù ar gevredigezh.
Mellad 6. Korvoderioù
Dont a ra korvoderioù ar gevredigezh eus skodennoù an izili, eus o ferzhiadegezh d’an obererezhioù, eus an diskeladurioù aozet gant ar gevredigezh, eus an donezonoù hag ar skoaziadoù a c’hello bezañ roet dezhi hag eus an holl korvoderioù aotreet gant al lezenn.
Mellad 7. Emvodoù-meur
E-pad an emvodoù-meur e vez kaset labourioù ar gevredigezh da benn. Eno hepken e vez kemeret divizoù heñchañ ha merañ ar gevredigezh. Anvet e vez izili gant an emvod-meur evit arouezañ a-stroll ar gevredigezh dirak tredeourien ha kas an divizoù da benn.
Mellad 8. Atebegezh
Rannet eo kiriegezh ar gevredigezh etre an holl izili bet paeet o skodenn ganto.
Mellad 9. Ezrolladur
N’eo ket ezel ken kemen hini:
- a ro e zilez ;
- a varv ;
- ne entu ket gant karta ar gevredigezh pe gant ar statudoù. Bez e c’hell bezañ skarzhet d’ar mare-se dre un diviz e-doug un emvod-meur.
Mellad 10. Divodadur
Divoded e c’hell ar gevredigezh bezañ da heul diviz an emvod-meur. Un dibennfreuzer(ez) pe meur a hini a vez anvet evit reiñ ar fred rik, ma vez anezhañ, d’ur gevredigezh he deus ur pal damheñvel.