Lañset e vo ar Bizh !

affiche lancement de la Bizh

Goude 2 vloavezh hanter labour gant ar gevredigezh MLK-Gwened e vo lañset ar Bizh ! Redek a raio ar moneiz nevez-se war 34 kumun ar strollegezh Morbihan – Tolpad Gwened. An 8vet moneiz lec’hel e Breizh e vo ar Bizh.

Pal kentañ ar moneiz-se a zo adlec’helaat an ekonomiezh. Un doare e vo ivez da harpañ an embregerezhioù engouestlet e-keñver an ekologiezh hag ar re a grou liammoù etre an dud. War ar memes-tre e vo silet brezhoneg en ekonomiezh ivez o vezañ m’eo divyezhek skorioù kehentiñ ar gevredigezh ha ma vez kavet brezhoneg war ar bilhiji.

Evit ober ganti e ranko a dud emezelañ d’ar gevredigezh ha eskemm euroioù a-enep Bizhoù en ur stal eskemm (1€ = Bizh). Ar bizhoù a zo bilhiji suraet, ganto un dalvoudegezh 0,5 ; 1 ; 3 ; 5 ; 10 pe 10 Bizh. Ar moneiz-se a c’hello bezañ dispignet e stalioù pe e ti pourchaserien all ezel. Ar pal goude-se a zo e trofe ar moneiz ha neuze e baefe an dud a-vicher o pourchaserien lec’hel gant ar Bizh. Meur a hini a zo ezel eus ar rouedad dija. Ezel e c’hell an embregerezhioù bezañ keit ma zoujont ouzh karta ar gevredigezh. Gellet a ra ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec’hel emezellañ ivez.

D’ar Sadorn 27 a viz Genver e vo lañset ar Bizh. Adalek 10h e vo lidet kement-se e Forom Sokial ar Mor Bihan e Sine. Kinniget e vo d’ar mare-se ar bilhiji skeudennet gant Fabien Salmon eus Teiz. War al lec’h e vo tu ober gant ar Bizh ivez, er preti, en davarn hag evit prenañ al levrioù war ar standoù.

Sellet ivez : programm devez lañsañ ar Bizh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter

Chargement en cours...
Chargement en cours...