Ar strollad en deus dibabet paperennoù liesliv, a-genfeur gant o zalvoudegezh. Suraet eo ar bilhedoù gant un hologramm, ur paper neudennek, un niverenn anaout hag ul liv arbennik a vir falsañ anezho.
An dodennoù livet war an tu reizh a zo : pradoù deñved (0,5), dudioù ar Mor Bihan (1), treuzkas anaoudegezh diwar-benn ar gwenan (3), ar gremmoù nevezadus (5), an arzoù bev (10), ha marc’had ar c’henderc’herion lec’hel (20). Tresadenn an tu gin a arouezh ar c’henvevañ.
Fabien Salmon, arzour liver ha treser e Teiz-Noalou, en deus krouet an tresadennoù. Fellout a rae dezhañ kemer perzh en ur raktres sokial ha kengret war e diriad ha difenn talvoudoù divezel o kinnig e arz evit servij ar geodedourion. Diskouezet en deus e zresadennoù kentañ e gwenn ha du e-doug emvodoù sizhuniek MLK Gwened, ha livet anezho da c’houde, evit o buhezekaat.
Kemenn d’an dastumerion
|