Buhez ar raktres

Bep eil ha pevare Lun ar miz en em vodomp evit un emvod-meur. Asambles e termenomp roll an emvod. D’ar mare-se e vez aozet labour ar gevredigezh hag e kemeromp an divizoù.

D’al lunioù all e aozomp bodadoù-labour. Aze e vez prederiet ha prientet traoù da ginnig en emvodoù-meur evit ma vefent kadarnaet.

Kemer a reomp perzh ivez e darvoudoù aozet ganeomp pe lec’h ma vezomp pedet. Un doare eo da gejañ gant kalzig a dud ha da ginnig hor raktres dezho. Ar re a fell dezho a c’hell koumanantiñ d’ul listennad skignañ evit resevout keleier ingal.

Adalek miz Gwengolo 2016 ez aimp aliesoc’h davet implijerien ar moneiz:

  • Bevezerien a n’o deus ket klevet kaoz c’hoazh eus hor raktres;
  • Tud a-vicher e c’hellfe asantiñ ar moneiz ha lakaat anezhi da vevañ;
  • Kevelerien e c’hellfe bezañ dedennet evit labourat asambles (kevredigezhioù, strollegezhioù foran, …).

 

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter

Chargement en cours...
Chargement en cours...