Statudoù (rakskeudennadur)

Statudoù ar gevredigezh rakskeudennadur MLK – Gwened

Disklêriet e prefeti ar Mor-Bihan d’an 29 a viz C’hwevrer 2016.

Mellad 1. Anv ar gevredigezh

Krouet e vez etre an izili ur gevredigezh hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901 ha dekred ar 16 a viz Eost 1901, anvet “MLK – Gwened”.
Gwreskanv «Moneiz Lec’hel Klokaat – Gwened» eo «MLK-Gwened».

Mellad 2. Danvez ar gevredigezh

Aozañ ha krouiñ ur moneiz lec’hel klokaat ha keodedour e Gwened ha tro-dro eo pal ar gevredigezh “MLK – Gwened”. Ar moneiz-se a harpo adlec’hiadur an armerzh, embregadoù ekologel ha kengret ha kresk al liammoù kevredadel.

Mellad 3. Sez kevredadel

Staliet eo ar sez kevredadel e ti ar c’hevredigezhioù, 31 straed Guillaume ar Bartz – 56000 Gwened.

Mellad 4. Ezeladur

Ezel eo kement hini a ra ar goulenn, a entu gant ar statudoù-mañ ha gant karta ar gevredigezh.

N’eus nemet an izili hag o deus paeet o skodenn vloaz a c’hell kemer perzh en divizoù.

Mellad 5. Frankiz perzhiadur

Dieub eo pep ezel da gemer perzh e obererezhioù ar gevredigezh. N’eus endalc’h ebet da gemer war hir-dermen na engouestl ebet da gemer perzh e holl obererezhioù ar gevredigezh.

Mellad 6. Korvoderioù

Dont a ra korvoderioù ar gevredigezh eus skodennoù an izili, eus o ferzhiadegezh d’an obererezhioù, eus an diskeladurioù aozet gant ar gevredigezh, eus an donezonoù hag ar skoaziadoù a c’hello bezañ roet dezhi hag eus an holl korvoderioù aotreet gant al lezenn.

Mellad 7. Emvodoù-meur

E-pad an emvodoù-meur e vez kaset labourioù ar gevredigezh da benn. Eno hepken e vez kemeret divizoù heñchañ ha merañ ar gevredigezh. Anvet e vez izili gant an emvod-meur evit arouezañ a-stroll ar gevredigezh dirak tredeourien ha kas an divizoù da benn.

Mellad 8. Atebegezh

Rannet eo kiriegezh ar gevredigezh etre an holl izili bet paeet o skodenn ganto.

Mellad 9. Ezrolladur

N’eo ket ezel ken kemen hini:

  1. a ro e zilez ;
  2. a varv ;
  3. ne entu ket gant karta ar gevredigezh pe gant ar statudoù. Bez e c’hell bezañ skarzhet d’ar mare-se dre un diviz e-doug un emvod-meur.

Mellad 10. Divodadur

Divoded e c’hell ar gevredigezh bezañ da heul diviz an emvod-meur. Un dibennfreuzer(ez)  pe meur a hini a vez anvet evit reiñ ar fred rik, ma vez anezhañ, d’ur gevredigezh he deus ur pal damheñvel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter