Reoliadur diabarzh (rakskeudennadur)

Reoliadur diabarzh ar gevredigezh rakskeudennadur MLK-Gwened

Degemeret e-doug emvod-meur ar 14/03/2016

Mellad 1 – Emvodoù-meur

Aozet e vez an emvodoù-meur ent-reol e sez ar gevredigezh d’an eil ha da bevare Lun ar miz, etre 6 eur hanter noz hag 8 eur noz.

Mellad 2 – Frammadur an emvodoù

Anvet e vez e-penn kentañ an emvodoù:

  • diwaller.ez an amzer: evezhiañ a ra an eur evit ma vefe doujet eus an amzer raktreset evit pep poent enskrivet war roll an emvod;
  • lusker.ez an emvod: gwiriañ a ra e vefe studiet da vat pep poent raktreset hag e vefe kemeret an divizoù gant kenasant an holl berzhidi;
  • dasparzher.ez ar gomz: reiñ a ra ar gomz da bep hini e dro ha gwiriañ a ra e komzfe pep hini en un doare dieub, berr-ha-berr ha diwar-benn an danvez enskrivet e roll an emvod nemetken;
  • ur sekretour.ez: karget eo da skrivañ an danevell ha d’e skignañ en-linenn.

Mellad 3 – Kemer an divizoù

  • En un doare demokratel e vez kemeret an divizoù, dre genasant an holl izili a gemer perzh en emvod-meur Kadarnaet e vez un diviz pa n’eus diaester pouezus hag a skiant-vat ebet ken.
  • Ma vez ur skoilh eo posupl divizout, dre genasant aozañ ur vouezhiadeg. N’eus nemet an izili a gemer perzh en emvod-meur a c’hell mouezhiañ, evit ur vouezh hepken.

Mellad 4 – Mont en-dro arc’hwelerezh ar strolladoù-labour

Gallout a ra an emvod-meur krouiñ ha leuriñ strolladoù-labour. Ne c’hell ket ar strolladoù-labour se divizout evit ar gevredigezh.
Gant izili ar strollad-labour e vez dibabet an devezh hag al lec’h (labour).

Mellad 5 – Binviji stlennegel

Tamm-ha-tamme tibab ar gevredigezh an ostilhoù niverel hag an doare d’o implij ,hervez an ezhommoù (strolladoù-labour, emvod-meur, kehentiñ diavaez). Dibabet e vezont en eur zoujañ ouzh divezelezh ar gevredigezh: open source ha frank.

Mellad 6 – Sav ar skodenn

1 € eo sav diazez skodenn ar gevredigezh evit ur bloavezh keodedel. E-kerz trimiziad kentañ ar bloavezh e vez roet. Un donezon a zo posupl.

Mellad 7 – Dispignoù

Gant korvoderioù ar gevredigezh e vez paeet dispignoù ar gevredigezh.

Mellad 8 – Dastaladur ar mizoù

A-raok dispign arc’hant e vez divizet gant an emvod-meur ar pezh a vo dispignet. An emvod-meur a c’hello divizout dastalañ d’un ezel ar mizoù endalc’het evit ar gevredigezh, gant m’o devo servijet evit raktres ar gevredigezh.

Mellad 9 – Diviz diskarzh

E-kerz an emvod meur e vo tu dibab skarzhañ un ezel. Ar gwir en deus an ezel-se da zisplegañ e sav-boent dirak an emvod-meur, met ne c’hello ket kemer perzh en diviz a-zivout e ziskarzh

Mellad 10- Kemm ar reoliadur diabarzh

An emvod-meur a c’hello kemm ar reoliadur-mañ.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter

Chargement en cours...
Chargement en cours...