Testennoù ar gevredigezh rakskeudennadur

« Aozañ ha krouiñ ur moneiz lec’hel klokaat ha keodedour e Gwened ha tro-dro eo pal ar gevredigezh “MLK-Gwened”. Ar moneiz-se a harpo adlec’hiadur an armerzh, embregadoù ekologel ha kengret ha kresk al liammoù kevredadek.” (mellad 2 ar statudoù)

Statudoù ur gevredigezh rakskeudennadur eo statudoù MLK-Gwened. Bezañ anavezet en un doare ofisiel eo ar pal. Kemmet e vo statudoù ar gevredigezh hag e mont en-dro ur wech resisaet ar raktres moneiz lec’hel.

Ur gevredigezh a-stroll eo ivez MLK-Gwened. n’eus na “kuzul merañ” na “burev”. Selaouet e vez ouzh pep hini ha dre gennasant e vez kemeret an divizoù. Eskemm ha reomp betek ma vefe a-du an holl.

 

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter