Danevell obererezh 2017

Diverradenn

Kalz labour ‘zo bet kaset da benn gant ar gevredigezh e 2017 dre ma oa ar pal lakaat en amred ar moneiz lec’hel e dibenn miz genver 2018.
Strolladoù labour o deus pledet gant an dafar ret evit brudañ ar moneiz (follennoù-nij, skritelloù, pegsunioù, kartennoù), lod all gant mont en-dro ar moneiz da zont, pe gant aozadur an FSL.
Ar gevredigezh he deus kemeret perzh e foar Muzilheg, en un nebeud abadennoù evit displegañ pal ar moneiz lec’hel, e miz an armerzh kevredadel ha kengret,…
Studierien an IUT o deus rentet kont deomp eus o enklask war-zu danvez-pourchaserien.
M’o deus an holl prederiet war stumm, talvoudegezh, arouezioù ar bilhedoù, al labour-krouiñ a zo bet kaset da benn gant an arzour Fabien Salmon

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter

Chargement en cours...
Chargement en cours...