Luskadurioù

E karta ar gevredigezh eo bet termenet luskadurioù ar strollad:

«Ur strollad keodedourien o chom e korn-bro Gwened omp. C’hoant on eus krouiñ ur moneiz lec’hel evit :

  • Harpañ adlec’hiadur an armerzh ;
  • Kreñvaat al liammoù etre an obererien lec’hel en eur zoujañ ouzh an Natur hag ouzh an Den ;
  • Sevel en un doare demokratel, ur gevredigezh kengret, lec’h ma vo :
    • Dasparzhet gwelloc’h ar binvidigezh lec’hel;
    • Kenderc’het hag implijet er vro madoù heberzh ha yac’h;
    • Doujet ouzh ar madoù boutin;
  • Evit skoazellañ al liesseurted sevenadurel.»

Ur gevredigezh a-stroll eo MLK-Gwened, setu eo dre gensant e vez kemeret an divizoù. Pep ezel a c’hell bezañ menet gant poentoù zo dreist holl met doujet e vez ouzh soñjoù pep hini.

Ha c’hwi, petra a c’hortozit a-berzh ar gevredigezh ha penaos e welit moneiz korn-bro Gwened?

 

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter