Treiñ a ra ar Bizh !

Niverus eo bet an dud o tizoleiñ ar Bizh e forum sokial lec’hel Sine d’ar 27 a viz genver 2018. Berzh he deus graet.

War-dro 70 den ‘zo bet o kemer perzh en atalier kinniget gant ar gevredigezh MLK Gwened, en orin hag ar raktres-se hag a lusk anezhañ.

Kroget eo an dalc’h gant Joël Labbé, sedour, o pouezañ war ar redi da enebiñ ouzh efedoù noazus bedeladur an ijinerezh gounedvouedel,hag o reiñ meur a skouer. Displeget en deus talvoudegezh ar moneiz lec’hel a-fet loc’h evit adlec’hiañ an armerzh, dre kenderc’hadur ha bevezadur war hon tiriad.

War an hevelep meno, Mickaël Rateau en deus komzet eus lañs emrenerezh bevañs an tiriad.

Gersan Moguerou en deus displeget istor raktres ar moneiz lec’hel, abaoe an derou e miz gwengolo 2015 e koulz un emvod prientiñ forum sokial lec’hel 2016, betek ma vefe lañset ar Bizh, hiziv, e FSL 2018. Komzet en deus eus diazezoù pennañ ar moneiz lec’hel klokaat ha keodedel : karta, talvoudoù, mont en-dro…

Evit echuiñ en deus François Fagnot komzet eus ar Galais, moneiz lec’hel tiriad Ploermael abaoe miz du 2015. Gersan ha François o deus lavaret pegen niverus ha frouezhus e oa an eskemmoù etre moneizoù lec’hel ar rannvro hag ar vro evit en em sikour ha prientiñ an dazont.

Goulennoù niverus ar bevezerion koulz hag ar pourchaserion o deus pinvidikaet an eskemmoù.
Izili ar gevredigezh a zegemere an emezeladurioù hag a eskemme euroioù e Bizh e-pad an atalier, hag ivez a-hed an devezh e stal ar gevredigezh peogwir e oa tu paeañ e Bizh er Forum : levrdi, predoù, evajoù.

An devezh-se, sadorn 27 a viz genver :

  • war-dro kant den o deus emezeled da MLK Gwened
  • kejet hon eus gantun toullad pourchaserieon nevez grataet, pe tost da vezañ,
  • tost 2000 Bizh a zo bet lakaet en amred.

Ur prantad nevez a zigor evit ar Bizh. El load www.bizh.bzh e kaver an holl resisadurioù evit implij ar moneiz-se.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh MLK Gwened gant he labour :

  • kehentiñ evit diorren ur gwir rouedad pourchaserion o labourat en obererezhioù liesseurt , en 34 kumun e kont
  • peurechuiñ al load www.bizh.bzh, o resisaat , etre traoù all, bloazlevr ar pourchaserion ha listenn ar stalioù-eskemm
  • azasaat ostilhoù merañ ar Bizh.

Spi bras o deus izili ar gevredigezh e kemerfe perzh el labour izili nevez, bevezerion oberiant ha pourchaserion, evit pinvidikaat an divizoù ha klask lakaat da glotañ resis ar moneiz gant gwirvoudoù hon tiriad.

Dizoloit ar bilhiji!

Ar strollad en deus dibabet paperennoù liesliv, a-genfeur gant o zalvoudegezh. Suraet eo ar bilhedoù gant un hologramm, ur paper neudennek, un niverenn anaout hag ul liv arbennik a vir falsañ anezho.
An dodennoù livet war an tu reizh a zo : pradoù deñved (0,5), dudioù ar Mor Bihan (1), treuzkas anaoudegezh diwar-benn ar gwenan (3), ar gremmoù nevezadus (5), an arzoù bev (10), ha marc’had ar c’henderc’herion lec’hel (20). Tresadenn an tu gin a arouezh ar c’henvevañ.
Fabien Salmon, arzour liver ha treser e Teiz-Noalou, en deus krouet an tresadennoù. Fellout a rae dezhañ kemer perzh en ur raktres sokial ha kengret war e diriad ha difenn talvoudoù divezel o kinnig e arz evit servij ar geodedourion. Diskouezet en deus e zresadennoù kentañ e gwenn ha du e-doug  emvodoù sizhuniek MLK Gwened, ha livet anezho da c’houde, evit o buhezekaat.

Kemenn d’an dastumerion

Evit respont d’an dastumerion, MLK Gwened he deus lakaet pemzek moul “collector” a-gostez. Eno e kaver pemzek rummad kentañ ar paperennoù, holl mat da implij met ket troc’het : 2 bilhed 0,5 ; 3 bilhed 1 ; 3 bilhed 3 ; 2 bilhed 5 ; 1 bilhed 10 hag 1 bilhed 20, a dalvez en holl 53 Bizh (gwelout skeudenn). Pep moul a zo niverelet eus 1/15 betek 15/15 ha sinet gant an arzour. Tu ‘zo deoc’h dibab an niverenn a blij deoc’h e-touez ar re a chom. Pep moul “collector” a zo gwerzhet 100 €. Ma ‘z hoc’h dedennet, e kinnigomp deoc’h mont e darempred war-eeun gant Fabien Salmon : www.fabiensalmon.fr / 06 50 53 43 89 / fabiensalmon3 AT yahoo.fr.

Lañset e vo ar Bizh !

affiche lancement de la Bizh

Goude 2 vloavezh hanter labour gant ar gevredigezh MLK-Gwened e vo lañset ar Bizh ! Redek a raio ar moneiz nevez-se war 34 kumun ar strollegezh Morbihan – Tolpad Gwened. An 8vet moneiz lec’hel e Breizh e vo ar Bizh.

Pal kentañ ar moneiz-se a zo adlec’helaat an ekonomiezh. Un doare e vo ivez da harpañ an embregerezhioù engouestlet e-keñver an ekologiezh hag ar re a grou liammoù etre an dud. War ar memes-tre e vo silet brezhoneg en ekonomiezh ivez o vezañ m’eo divyezhek skorioù kehentiñ ar gevredigezh ha ma vez kavet brezhoneg war ar bilhiji.

Evit ober ganti e ranko a dud emezelañ d’ar gevredigezh ha eskemm euroioù a-enep Bizhoù en ur stal eskemm (1€ = Bizh). Ar bizhoù a zo bilhiji suraet, ganto un dalvoudegezh 0,5 ; 1 ; 3 ; 5 ; 10 pe 10 Bizh. Ar moneiz-se a c’hello bezañ dispignet e stalioù pe e ti pourchaserien all ezel. Ar pal goude-se a zo e trofe ar moneiz ha neuze e baefe an dud a-vicher o pourchaserien lec’hel gant ar Bizh. Meur a hini a zo ezel eus ar rouedad dija. Ezel e c’hell an embregerezhioù bezañ keit ma zoujont ouzh karta ar gevredigezh. Gellet a ra ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec’hel emezellañ ivez.

D’ar Sadorn 27 a viz Genver e vo lañset ar Bizh. Adalek 10h e vo lidet kement-se e Forom Sokial ar Mor Bihan e Sine. Kinniget e vo d’ar mare-se ar bilhiji skeudennet gant Fabien Salmon eus Teiz. War al lec’h e vo tu ober gant ar Bizh ivez, er preti, en davarn hag evit prenañ al levrioù war ar standoù.

Sellet ivez : programm devez lañsañ ar Bizh.

Galv d’ar pourchaserien

image toto agréé

Ur stal pe un embregerezh a zo ganeoc’h? Goulennit emezelañ adalek bremañ!

Kasit ur gemennadenn deomp hag teuimp da gejañ ganeoc’h. Respont a raimp d’ho koulennoù ha sikour a raimp ac’hanoc’h da leuniañ ar furmskrid emezelañ.

Tu zo kavout ar furmskridoù en-linenn pe da bellgargañ e stumm PDF. Da gentañ eo ret leuniañ ar furmskrid goulenn gratadur. Ur wech ma voc’h bet asantet e-giz pourchaser e vo ret emezelañ. Ar skodenn da baeañ d’ar gevredigezh a zo hervez an niver a impliji en embregerezh.

Frejoù eskemm ebet!

image zero-pourcent-551x290

Ne vo ket lakaet an dud a vicher da baeañ ur skodenn pa eskemmint ar Bizh a vo bet rastellet ganto a-enep euroioù. Ar bloavezh kentañ da vihanañ.

Un nebeut mizioù zo e oa bet raksoñjet lakaat ur skodenn 5%. Da lavaret eo e vefe bet roet 95€ d’ar pourchaserien en eskemm da 100 Bizh. An arguzenn pennañ a oa digalonekaat ar pourchaserien da eskemm o Bizh e euroioù en-dro. Graet eo ar moneiz lec’hel evit treiñ eus ur pourchaser d’unan all er c’horn-bro, setu e vefe gwan an efedoù ma vefe eskemmet en-dro diouzhtu.

Alies e vez lakaet 2% pe 3%. En ur eskemm gant tud a ra war-dro moneizioù lec’hel all e Breizh hon eus merzhet e c’helle ar skodenn-se bezañ ur skoilh evit pourchaserien zo. Pal ar gevredigezh e-penn kentaña vo strollañ ur niver bras a-walc’h a bourchaserien.

Evit ma ne vefe ret eskemmet ar Bizh e euroioù diouzhtu e labouro ar gevredigezh evit kinnig diskoulmoù d’ar pourchaserien. Klask bevezerien lec’hien evito da skouer.

Ur bilañs a vo graet goude ur boavezh. Ma vo gwelet e vez eskemmet kalz a Bizh gant ar pourchaserien e vo tu en em c’houlenn en-dro ma vo lakaet ur skodenn evit an eskemmoù-se.
Evit klozañ eo sklaeroc’h bremañ reolennoù ar Bizh:

  • Teuzadur ebet: ne vo ket kollet talvoudegezh gant ar Bizh gant an amzer;
  • Matadur ebet: ne vo ket roet muioc’h a Bizh eget a euroioù, bonus ebet;
  • Frejoù eskemm ebet: Digoust e vo eskemm ar Bizh e euroioù en-dro.

Degas a reomp da soñj ne c’hell ket an hiniennoù eskemm ar Bizh e euroioù.

Bilhiji 0,5 / 1 / 3 / 5 / 10 ha 20 Bizh

image valeur des coupons

Dibabet eo bet talvoudegezh ar bilhiji gant MLK-Gwened.

Gant bilhiji paper e vo paeet e gant ar Bizh. N’eo ket raktreset fardañ pezhioù moneiz. Eus un tu all e vo posupl en dazont marteze kavout ar Bizh en ur stumm elektronek ivez.

Setu penaos hon eus dibabet talvoudegezh ar bilhiji:

Da gentañ eo ret gouzout eo bet lakaet da 6 an niver a bilhiji disheñvel. Gant bilhiji disheñvel ouzhpenn e vefe bet luzietoc’h da verañ he keroc’h da voulañ.

Da c’houde hon eus sellet ouzh ar pezh a vez graet ar moneizioù lec’hel all:

  • Talvoudus eo kaout bilhiji bihanoc’h eget 1 Bizh.
  • Ne dalvez ket ar boan kaout bilhiji gant sammadoù re vras, 50 Bizh da skouer.

Soñjet hon eus ivez e oa kenkoulz ober ar pezh a fell deomp keit ma ‘z omp dieub d’en ober! Pal ar moneiz a zo kemm an techoù ivez!

Meur a ginnig a zo bet, pep hini a zo bet displeget evel just:

  • 0.85 / 1 / 3,5 / 7 / 14 / 28;
  • 0.5 / 1 / 3 / 6 / 12 / 24;
  • 0,5 / 1 / 3 / 7 / 12 / 24.

Hag unan klasell kenañ, evit ar re ne fell ket dezho kemm o voazioù pe spontañ an dud:

  • 0,5 / 1 / 2 / 5 / 10 / 20.

Da vare emvod meur ar 4 a viz Gwengolo eo bet dibabet chom klasell a-walc’h met ober un dra dreist ordinal memestra: krouiñ ur bilhed 3 e-plas ar bilhed 2.

Dibabet ez eus bet neuze an dalvoudegezhioù:

0,5 / 1 / 3 / 5 / 10 / 20 Bizh.

War ar stern emañ tresadennoù ar bilhiji.

Kil-sell war ar bloavezh 2016-2017

Izili MLK-Gwened a ra un ehan etre an 11 a viz Gouere hag ar 27 a viz Eost. Ret eo diskuizhañ rak labour a vo en diskar-amzer a-benn lakaat ar Bizh en amred e dibenn miz Genver 2018 !

Devoudus eo bet dibenn 2016

E miz Here 2016 eo bet divizet ez amredfe ar moneiz en etrekumuniezh nevez “Morbihan-tolpad Gwened”.

Etre miz Du 2016 ha miz Genver 2017 an anv — Bizh — a zo bet dibabet evit ar Moneiz Lec’hel Klokaat Keodedel e-pad Forum Kevredigezhel Lec’hel 2017. Emvod-meur an 22 a viz Mae 2017 en deus gwiriekaet rumm benel ha logo ar Bizh .

Ur stur-follenn evit 2017

Ur stur-follenn a zo bet krouet en doare da lakaat ar Bizh en amred e miz Genver 2018, e-doug an 10ved Forum Kevredigezhel Lec’hel. Bodadoù-labour a zo bet krouet evit se :

Ar bodad kehentiñ a bleustr war ar steuñv kehentiñ hag identelezh gweled ar Bizh. Prientet en deus ur follenn-bleg nevez a vo dasparzhet an diskar-amzer-mañ. Ul load nevez gouestlet d’ar Bizh a zo war ar stern.

Tresadennoù ar bilhedoù a vo kinniget d’an distro.

Ar bodad rouedad en deus kejet gant kalz tud a vicher. Ur strolladig studierien GEA IUT Gwened en deus kroget un emklask evit resisaat ar pezh a c’hortozent. Ma ‘z oc’h a vicher ha dedennet, e c’hellit mont e darempred ganeomp.

Ar strollad kalvezel en deus graet ur rakkellidsteuñv evit 2018-2020. Live an dellezad dastroadur, ar skodennoù da zont evit ar preveziaded hag evit an dud a-vicher, argerzhad gratadur an dud a vicher, a zo bet divizet ivez.
Emañ o studiañ ar c’hudennoù bank. An holl poentoù-se a vo gwiriet d’an distro. Da c’houzout : ar Bizh ne gollo ket eus he dalvoudegezh, ha ne vo ket a vatadenn.

E-doug ar bloaz-mañ, MLK-Gwened en deus kinniget e raktres da geñver meur a emvod-breud foran ha dirak meur a gevredigezh lec’hel.

Labour evit diskar-amzer 2017

Chom a ra labour, dreist holl :

  • gwiriekaat karta ar Bizh ha reolennoù ezeladur ar preveziaded hag an dud a vicher ;
  • luskañ load ar Bizh hag ar skorioù kehentiñ nevez ;
  • sevel ar rouedadoù tud a vicher kentañ ;
  • brudañ gwelloc’h ar Bizh ha prientiñ he amred da geñver ar FKL 2018…

… setu ar pazennoù brasañ ! Ur bern traoù all a zo da ober ivez.

Sikour a reot kalz ac’hanomp ma gomzit eus ar Bizh tro dro deoc’h. Hervez ho c’hoant e c’hellit zoken dont da vezañ kehenter en ho kumun..

Ma ‘z oc’h dedennet gant krouidigezh ar Bizh, deuit d’hon heul er gevredigezh. An distro a vo d’al lun 28 a viz Eost evit un emvod-meur.

Un hañv plijus d’an holl !

Ar bizh he deus he logo !

Logo de La Bizh

Diwanet eo logo moneiz lec’hel klokaat ha keodedel tiriad “Mor Bihan-tolpad Gwened” ! E ser amred ar moneiz war an tiriad, al logo a zo kelc’hiek hag e tiskouez muzelloù : taol-lagad da son ar ger bizh, tost d’ar galleg bise (pok), a lak da soñjal er genvevañ , e talvoudegezh an eskemm pa roer/resever ur pok. O sellout a dostoc’h e tiviner gwagennoù, laboused, ez eur boazet da welout er Mor Bihan, ha tro-dro d’ar pleg-mor se emañ an 34 kumun a implijo ar Bizh.

Stur-follenn evit lañsañ ar moneiz e miz Genver 2018

image feuille de route Bizh

Ar pal dibabet gant MLK-Gwened a zo lakaat ar Bizh da redek e miz Genver 2018, da vare ar Forom Sokial Lec’hel. Ur sapre defi eo dindan ken nebeut a amzer met spi hon eus e teuimp a-benn!

3 bodad-labour a zo bet krouet evit tizhout ar pal-se, pep hini gant ur stur-follenn: kehentiñ, teknik hag arc’hantaouiñ, rouedadoù.

Deuit d’ar stalioù-labour ma fell deoc’h kemer perzh e unan anezho. Ma ne c’hellit ket dont ez eus tu kas menozioù pe evezhiadennoù dre bostel ivez.

Bodad Kehentiñ

Lakaat e-pleustr steuñv kehentiñ ar moneiz e vo labour ar strollad-se.

Tennad 1 :

  • Branding : identelezh dre gomz ha gweled ar moneiz ;
  • Talvoudoù : re ar garta ;
  • Skeudenn merk : brud ha kompren piv a zo dedennet.

Tennad 2 :

Krouidigezh danvez / kemennadennoù moulet ha war internet evit pep rummad tud.

1) Tud a vicher : Kendrec’hiñ anezho da emelezañ er raktres, petra a c’hellont gounit? Krouiñ ur rouedad a-raok lañsañ ar moneiz.

2) Bevezerien : kelaouiñ ha displegañ perzhioù armoneiz lec’hel e-keñver an euro. Kemer perzh er cheñchamant hag harpañ an ekonomiezh lec’hel. Kaout ur rouedad a-raok kregiñ.

3) Kevelourien / mediaoù : sevel ur dosser evit ar gazetennerien.

Listennad ar pezh a vo krouet : logo Bizh, dépliant, lec’hien internet, pajenn Facebook/Framasphere, skeudenn ar bilhiji, pegsunioù evit ar stalioù, kemennadennoù d’ar gazetennerien, stlenngraferezh  ha videoioù bihan da rannañ war ar rouedadoù sokial.

Tennad 3 :

Skignañ: kazetennoù (paper ha web), radioioù, blogoù, kelaouennoù digoust, panelloù bruderezh digoust ar c’herioù, skritelloù, pajennoù facebook ar mignoned, lizhiri kelaouiñ ar rouedadoù mignon.

Bezañ keveler darvoudoù lec’hel (prezegennoù, redadegoù, gouelioù …).

Moulañ follennoù-pleg / follennoù-nij / skritelloù gant moulerien ekologel.

Notenn : soñjet e vo en dud o deus diaesterioù da welet.

 

Bodad Teknik

Ar pal a zo kas war-raok al labour a-fed mont-en-dro ha sevel ur steuñv arc’hant

A-raok an hañv e vo:

  • studiet meur a vudjed e-keñver priz ar skodennoù, an niver a berzhidi,ar yalc’hadoù, an dispignoù, …;
  • dibabet un aozadur evit ar font gwarantiñ;
  • dibabet ar feur eskemm evit ar pourchaserien;
  • savet ur steuñv arc’hant war 3 bloaz.

Asambles gant ar strolladoù all e vo:

  • skrivet ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ;
  • krouet ar bilhiji da voulañ: talvoudegezh, niver, ..

Un tamm diwezhatoc’h e vo:

  • lakaet e-plas ur sistem treuzvankadennoù etre an dud a-vicher;
  • studiet an doare da lakaat an hiniennoù da baeañ en un doare elektronek;
  • prederiet d’ar mod da arc’hantaouiñ raktresoù bihan;
  • prederiet d’an eskemmoù gant moneizioù lec’hel all;
  • prederiet d’an doare da reiñ skoazelloù sokial e Bizh gant ar strollegezhioù lec’hel.

Bodad Rouedad

Sevel ur rouedad tud hag aozadurioù tro-dro d’ar moneiz eo pal ar strollad-mañ.

Asambles gant studierien an IUT e vo labouret. Da gentañ e vo kadarnaet ar goulennaoueg, termenet ar siloù a-raok kas anezhañ. Da heul e vo dielfennet disoc’hoù ar sontadeg. An dra-se a servijo da hentañ hol labour.

Klask a raimp sevel ur rouedad 150 pourchaser a-raok lañsañ ar moneiz, e miz Genver 2018. Kadarnaet e vo ivez ar garta hag ar reolennoù evit emezelañ.

Mont a raimp e darempred gant ar strollegezhioù lec’hel ivez evit gwelet ganto penaos e c’hellont kemer perzh er raktres.

Aozañ a raimp eskemmoù en davarnioù ivez evit lakaat pourchaserien da gejañ gant bevezerien ha gant ar gevredigezh.

Kehentiñ hag identelezh gweled

image com

O krouiñ ur bodad emaomp evit labourat war ar c’hehentiñ hag an identelezh gweled. D’al Lun 6 a viz Meurzh e vo an emvod kentañ.

Da gentañ e vo savet ur “steuñv kehentiñ” evit tizhout pep lodenn eus ar boblañs: bevezerien, tud a-vicher, kevelerien, tud yaouank pe kozhoc’h, paour pe pinvidik, …

Tro-dro d’an anv Bizh e vo ret kehentiñ: follennoù-pleg nevez, skritelloù, peadra da lakaat e-ti ar c’hoñversanted, hag ul lec’hien internet nevez. Evel just e teuio ezhommoù nevez tamm-ha-tamm.

Hizivaet e vo an teulioù a zo eus outo dija hag evit ar re nevez e vo graet gant an identelezh nevez.

Traoù pouezus a vo d’ober ivez: krouiñ ar bilhiji: tresadenn, ment, talvoudegezh, …

Marteze e vo aozet oberennoù e tavarnioù Mor-Bihan – Tolpad Gweed

Setu, kalzig a labour a zo war ar stern! Deuit ganeomp ma blij deoc’h!

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement (et non pour vous traquer).Accepter